Bali Breizh Bretagne - 05/06/2026

Kostez Roazhon e pourmeno Bali Breizh er peder abadenn da zont. Ar sizhun-mañ e vimp e Kastell-Bourc'h hag Saozon-Sevigneg. E Kastell-bourc'h, en ostaleri «Ar Milin », e kej Goulwena gant Fañchig Gwenn. Deuet eo eus Menez Are da chom e Kastell-Bourc'h. Labourat a ra nepell e magajenn PLG. E wreg, Douceline, zo genidik eus ar Burundi, setu m'en deus desket Fañchig un tamm kirundi, yezh ar vro-se. Atav eo bet plijet gant ar sonerezh : evit diduiñ e spered eo son er strollad « Sable du temps ». Barzhonegoù a skriv ivez. Un dro a reomp e mirdi Kastell Gwitreg, digor abaoe 1877. Kelaouadenn. Atant Nathan Crouzet e La Grande Frinière (an onneg vras) e Saozon-Sevigneg zo savet e barras, da lavaret eo ez eo bet savet e vogerioù gant ur meskaj douar, gwiennoù ha dour. Un doare da sevel tiez eo a gaver stank en-dro da Roazhon. Kelaouadenn E ti bagad Saozon-Sevigneg e kej Thelo gant Yann-Vari Brusk, soner bombard.
Le replay Bali Breizh Bretagne - 05/06/2026 est proposé en streaming gratuit pendant quelques jours après sa diffusion sur France 3.
Popularité: 1/5 5 juin 2026Durée: 51mnReplay France 3Infos
Emission: Bali Breizh Bretagne
Replay Bali Breizh Bretagne - 05/06/2026Play
Donner votre avis