Bali Breizh Bretagne - 09/06/2026

Eil abadenn Bali Breizh kostez Roazhon. Ar sizhun-mañ e vimp e Beuzid-ar-C'hoadoù hag e Roazhon. E Beuzid-ar-C'hoadoù (La Bouëxière) eo degemeret Goulwena er Skolaj Diwan gant Emmanuelle Siohan, ar renerez, ha Bertrand Hugo, hag en doa labouret kalz da zigeriñ ur skolaj Diwan en Il-ha-Gwilun e miz Gwengolo diwezhañ. Ar bloaz-mañ n‘eus nemet 10 bugel er skolaj met kalz muioc'h a vo a-benn miz Gwengolo. En-dro da lenn Chevré e Beuzid-ar-C'hoadoù (La Bouëxière) e pourmen Goulwena ha Bertrand Hugo. Komz a ra dezhi eus ar bloavezhioù en deus bevet en Iwerzhon hag e Norvegia, lec'h ma oa bet krampouezher ha munujer. Bep bloaz ez eus ur c'hlas divyezhek chañsus e Roazhon : kinniget e vez dezhañ gant ar sal c'hoariva La Paillette hag ar gevredigezh Div Yezh krouiñ ur pezh c'hoari e brezhoneg. Er bloaz-mañ eo ur c'hlas CM eus skol ar Frankiz he doa labouret gant al leurenner Mael Diraison, hag a oa bet nevez zo o welet en-dro ar vugale en o c'hlas. Kelaouadenn. E Liverieg (Liffré), ez eus un do
Le replay Bali Breizh Bretagne - 09/06/2026 est proposé en streaming gratuit pendant quelques jours après sa diffusion sur France 3.
Popularité: 1/5 9 juin 2026Durée: 50mnReplay France 3Infos
Emission: Bali Breizh Bretagne
Replay Bali Breizh Bretagne - 09/06/2026Play
Donner votre avis